Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Tigreeg

Tigreeg
(ቲግሬ Tigre, ኻሳ C'hasa)
Perzhioù
Komzet e : Eritrea, Soudan
Komzet gant : 800 000 - 1 000 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù afrez-aziatek

 Yezhoù semitek
  Yezhoù semitek ar su
   Yezhoù etiopek
    Yezhoù etiopek an norzh
     Tigreeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 hini ebet
ISO 639-2 tig
ISO 639-3
Kod SIL TIG
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.


Ur yezh semitek eus is-skourr yezhoù etiopek an norzh eo an tigreeg (ቲግሬ tigre pe ኻሳ c'hasa) komzet en Eritrea (800 000 den e 1997) hag e norzh Soudan.

Daoust ha m'ec'h eo heñvel-tre o anv, n'en deus an tigreeg netra da welet gant Proviñs Tigrae en Etiopia.

Tost-tre eo an tigreeg d'an tigrigneg dreist-holl hag ivez d'an amhareg.

Ur rannyezh pennañ ez eus:

  • ar mansaeg' (mansa pe mensa)

Evel an darn vrasañ eus ar yezhoù etiopek e vez kavet en tigreeg ar c'hensonennoù strakal. Diouzh an tu all, avat, e ra c'hoazh an tigrigneg gant an div gensonenn farinjek distaget er c'hourlanchenn a veze kavet sañset er geuzeg met kollet gant an darn vrasañ eus ar yezhoù etiopek all nemet an tigrigneg ha neuze e c'heller ober an diforc'h diouzhtu dre gomz etre ar yezhoù-mañ ha yezhoù kar all evel an amhareg.

Abaoe an XIXvet Kantev e vez skrivet e vez an tigrigneg gant ar skritur etiopek bet diorroet er penn-kentañ evit skrivañ ar geuzeg bet degaset eno gant misionerion eus Sveden evit reiñ ar Bibl er yezh-mañ. E gwirionez, avat, dre m'emañ liammet-stank ar geuzeg ouzh Iliz Ortodoksel Tewahedo Etiopia e kav gwell an darn vrasañ eus an Digreed, muzulmaned anezhe, ober gant an arabeg evel yezh dre skrid hag e kavfent gwelloc'h e vije skrivet o yezh ivez oc'h implijout al lizherenneg arabek.


Previous Page Next Page






Idioma tigré AN اللغة التجرية Arabic Idioma tigré AST Llengua tigre Catalan Tigre (Sprache) German Tigre language English Tigrea lingvo EO Idioma tigré Spanish Tigree keel ET Tigre hizkuntza EU

Responsive image

Responsive image