Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Nanometr

un nanotuellenn garbon nanometrek, bet tennet ur poltred anezhi gant ur mikroskop dre efed riboul

An nanometr (arouez SI : nm) zo un unanenn hed eus ar reizhad metrek, hag a dalvez 0.000000001 metr. Un nanometr a c'hall bezañ skrivet evel 1×10−9 m. 1 nm = 10−3 µm = 10–6 mm = 10–9 m.

Savet eo e anv diwar ar rakger nano- (eus an henc'hresianeg νάνος, nanos, "korr") ha metr, anv an unanenn muzuliañ (eus an henc'hresianeg μέτρον, metrοn, "unanenn muzuliañ").

Alies e vez implijet an nanometr da reiñ muzulioù e skeul an atom : treuzkiz un atomenn heliom, da skouer, zo war-dro 0.06 nm, hag hini ur ribozom zo war-dro 20 nm. Implijet e vez an nanometr da reiñ hirder gwagenn ar skinoù tredanwarellek tost da lodenn welus ar spektr tredanwarellek : ar gouloù a c'haller gwelet a ya eus 400 da 700 nm. An angström, a dalvez 0.1 nm, a veze implijet a-raok evit ar muzulioù-se.

Abaoe fin ar bloavezhioù 1980 eo bet implijet ivez da zeskrivañ ment pezhioù zo, evel ar skoulmoù hanterc'honduer 32 nm ha 22 nm, e rummadoù eus follennoù hent an ITRS, en industriezh an hanterc'honduerioù


Previous Page Next Page






Nanometer AF Nanometro AN نانومتر Arabic نانوميتر ARY Nanómetru AST Nanometr AZ Нанометр BA Нанометър Bulgarian ন্যানোমিটার Bengali/Bangla Nanometar BS

Responsive image

Responsive image