Gofannon (distaget: [ɡɔˈvanɔn]) eo ar stumm krenngembraek evit Gobannus, doue-gov ar Gelted.[1] Diskouezet e vez el lennegezh kembraek evel ur gov ampart-dreist ha mab da zDôn.[1] E anv a c'hall bezañ keñveriet gant ar ger heniwerzhonek gobae (gen. gobann) ‘gov’, e galianeg gobedbi ‘gant ar c'hovien’ ; adkavet e vez er ger lituanek gabija ‘sakret gant an tan’, gabus ‘profet’. Un doue kevatal a zo e gwengeloù Iwerzhon: Goibniu. Ouzhpenn e labour evit krouiñ ha strobinellañ an armoù-brezel eo-eñ anavezet evel ur pennsavour.[1]
E gwengelouriezh Preden eo lazhet Dylan Ail Don gant Gofannon, e eontr, hep gouzout piv e oa[2] Socʼh hud doue al labour-douar Amaethon zo bet goveliet gantañ.[3].