漢朝 Tierniezh Han | |
---|---|
202 KJK – 9 & 25 – 220 | |
Istor 206 KJK 202 KJK 220 |
Diwezh an Dierniezh Qin Tierniezh Han Deroù aTeir Rouantelezh |
Gouarnamant | Impalaeriezh |
Kêrioù-penn | Chang'an (206 KJK – 9, 190–195) Luoyang (23–190, 196) Xuchang (196–220 AD) |
An Dierniezh Han (sinaeg: 漢朝 Hàn cháo) a heulias an Dierniezh Qin hag a-raok marevezh an Teir Rouantelezh e renas e Sina.
Renet e oa ar Stad gant an Tiegezh Liu, ha 400 bloavezh e padas an dierniezh ; evel unan eus ar marevezhioù meurañ en istor Sina e vez gwelet. Hiziv c'hoazh e reer Han eus Sinaiz.
E-pad an dierniezh Han e oa ez eas Sina da gonfusian. Ur marevezh a verzh vras e oa, ha betek 55 milion e savas poblañs ar vro. Er memes amzer e lakaas an impalaeriezh he levezon sevenadurel da vrasaat. Goloiñ a rae he zachenn un darn eus Korea, Mongolia, Viet-Nam hag Azia ar C'hreiz. En IIIe kantved e fontas abalamour da gudennoù diabarzh ha da argasadegoù gant pobloù ar stepennoù.