Reizh pe jener | paotr, Tizhog |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Western Han |
Anv e yezh-vamm an den | 司马迁, 司馬遷 |
Anv-bihan | Qiān, Zǐcháng |
Anv-familh | Sima |
Courtesy name | 子長 |
Anv e kana | しば せん |
Deiziad ganedigezh | 145 BCE |
Lec'h ganedigezh | Hejin |
Deiziad ar marv | 86 BCE |
Lec'h ar marv | Republik Pobl Sina |
Tad | Sima Tan |
Bugel | Sima Qian's daughter (Yang Bis wife), Sima Lin |
Yezh vamm | yezhoù sinaek |
Yezhoù komzet pe skrivet | yezhoù sinaek |
Yezh implijet dre skrid | yezhoù sinaek |
Tachenn labour | history of China |
Oberenn heverk | Records of the Grand Historian |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Sima Qian ( 司馬遷 , pinyin Sīmǎ Qiān, (~ 145 - ~86 KJK), a oa penndiellour (太史公 , Tài shǐ gōng, “priñs an dielloù foran”[1]) e-kerzh ren ar remziad Han kornogel (202 KJK – 9 GJK). En abeg d’e oberenn veur Kounskrid an Istorour ( 史记 , shǐ jì), anezhi un Istor eus Sina a-hed tremen daou vil bloavezh adalek ren an impalaer Huang Di (ren ~2697 - ~2598 KJK) betek hini an impalaer Han Wudi (156 KJK – 87 GJK), e vez lakaet da istorour pennañ Sina. Diwar e labour peurampart – ur sammad skiant ha meiz, holloueziek ha marzhus, prederouriezhel hag arzel – e voe roet lañs d’ar skridoù istorel sinaek.