Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Reun ar Glev

Reun ar Glev, pe Ronan ar Glev (René Le Gléau evit ar velestradurezh c'hall) a oa ur yezhour hag ur geriadurour brezhonek.

Ganet e oa bet e Lokournan e 1922 ha marvet eo e Brest d'ar 7 a viz Here 2008 da c'hwec'h vloaz ha pevar-ugent[1].
Ar brezhoneg e oa e yezh kentañ, yezh e dud, met meur a yezh all en deus studiet goude, peogwir eo bet o kelenn galleg, latin, gresianeg ha brezhoneg. Tapout a reas ar Certificat d’Aptitude au Professorat de l’Enseignement du Second degré (CAPES) war al lizhiri klasel ha dont da vezañ kelenner eil derez e Normandi da gentañ hag e Brest adalek 1966 betek 1987 pa'z eas war e leve. Ouzhpenn bezañ kelenner war al lizhiri klasel e voe ivez unan eus ar re a gelennas brezhoneg en eil derez e Brest.

War-lerc'h an Eil brezel-bed e voe unan eus ar re a yae da werzhañ levrioù brezhonek war ar marc'hadoù e Bro-Leon, evit ar gevredigezh Breuriezh al Levrioù Brezhonek (BALB). Goude-se e stagas da vat gant studiadennoù war geriaoueg hor yezh ha war hec'h ereadur. Ur marc'h-labour e oa ha dont a reas da vezañ unan eus ar gwellañ arbennigourien war ar brezhoneg. Kenlabourat a reas gant Strollad An Deskadurezh Eil Derez (SADED) er bloavezhioù 1960, da sevel kentelioù yezhadur.
E 1973 e voe embannet gantañ e Syntaxe du breton moderne. Er bloavezhioù 1990 e voe embannet gantañ Études syntaxiques bretonnes, adembannet e 1999 ha 2000. E oberenn anavezetañ eo e c'heriadur e dek levrenn anvet Dictionnaire classique français-breton, ma kaver miliadoù a skouerioù tennet eus skridoù brezhonek an XIXvet hag an XXvet kantved da ziskouez penaos implij ar gerioù.

  1. (fr) Agence Retagne Presse, 7/10/2008

Previous Page Next Page








Responsive image

Responsive image