Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Naer

Naered

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Reptilia
Urzhad : Squamata
Isurzhad : Serpentes
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An naered (pe naeron) zo stlejviled, dezho ur c'horf kranennek ha hir hep pavioù gwelus.

Bodañ a reer dindan an anv a naered pe naeron an holl stlejviled hep pav ; o c'horf, goloet gant skant tanav ha pladennoù karnek, zo kranennek ha hir e stumm. Malvennoù o daoulagad zo stag ha boull ar pezh a laka anezhe da gaout ur sell difiñv. Naeron a bep seurt livioù hag a bep seurt mentoù zo. Brogoù binimus o deus, da lazhañ o freizhoù, hag an holl a zebr loened.

Vic'hanerien eo ar pep brasañ anezhe.

Er broioù kerreizh o hin e tozv ar parezed o vioù e diwezh an hañv, hag a-wezhioù ne zeuont ket a-benn da voueta a-walc'h kent goañvaat. Gallout a ra an naeron disjuntañ o c'harvanoù kreñv e doare ma c'hall al loened-se lonkañ preizhoù kalz brasoc'h evito. Lod eus ar spesadoù o deus gwagrennoù binim en o genoù. Lod zo gouest da lazhañ al loened flemmet.

Arabat eo o c'hemmeskañ gant an anuzed-dall, spesadoù glazarded dibav.


Previous Page Next Page






Slang AF Schlangen ALS እባብ AM Serpentes AN Snaca ANG सर्प ANP ثعبان Arabic ܚܘܝܐ ARC تعبان ARZ সাপ AS

Responsive image

Responsive image