Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Levr Zec'haria

Gweledigezh Zec'haria. Ul livadurig bet troc'het diouzh ul levr bet aozet war dro 13 00 e Sikilia.

Levr Zec'haria a zo unan eus levrioù ar brofeded en Tanac'h. Skrivet e vefe bet war-dro ar bloavezhioù 520 (etre 520 ha 518) kent JK.

Div lodenn a zo ennañ[1].

El lodenn gentañ(1-8), e lenner kennerzhoù ar profed Zec'haria d'ar bobl ha d'he renerien. Ne selaoue ket an dud ouzh ar brofeded, a-raok an harlu : bremañ avat en deus Doue truez ouzh e bobl hag a ray dezhi ober berzh, ma heuilh e Lezenn. Diskouez a ra ar profed pegen mallus eo ar peoc'h hag an unvaniezh etre renerien politikel ha relijiel evit mad ar bobl. E ziouganoù niverus hag arouezel a zo diaes a-walc'h da zirouestlañ a-wechoù. Ael an Aotrou a ro skoazell d'ar profed evit ma kompreno e lavaroù[2].

Ar pep brasañ eus an eil lodenn (9-14) a zo kevrinus hag a denn da ziwezh an amzerioù. D'ar broadoù, a zo enebourien e bobl, e tiougan un dazont c'hwerv, ha da Israel an daspren hag ur blanedenn splann. Goude an trubuilhoù e teuio ivez ar pobloù da azeuliñ Doue e Jeruzalem. Gellout a reer gwelout daveoù d'ar Mesiaz e 9,9-10 (ar Roue uvel) hag e 12 , 10. Meneget e vez alies ar pennadoù-mañ eus Levr Zec'haria en Testamant Nevez (Mzh 21; 4-5, 27,9 ha 26,31 ; Mk 14,27 ; Yann 19, 37)[3].

Darn a zinac'h da Zec'haria bezañ aozer an eil lodenn. Hervez lod e vefe bet savet tost da zaou c'hant vloaz war e lerc'h[4].

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, 1983, p 252
  2. 1,9-17 ; 2,7-17 da skouer...
  3. La Bible de Jerusalem, embannadur 1998, pp 1284-1295
  4. Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, pp 261-262

Previous Page Next Page