Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Ladinoeg


Ladinoeg
(Ladino, Judeo-espanyol)
Perzhioù
Komzet e : Israel, Turkia, Brazil, Frañs, Alamagn, Bulgaria, Gres, Mec'hiko, Curaçao
Komzet gant : ~ 150 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : Autoridad Nasionala del Ladino, Alliance Israelite Universelle
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 lad
ISO 639-3
Kod SIL LAD
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh romanek eo al ladinoeg pe yuzev-spagnoleg ("djidio", dzhudezmo, spanyol, גודיאו-איספאנייול) komzet gant 100.000 a dud en Israel ha gant 10.000 den all e Turkia. Komzet e vez ivez e Brazil, Frañs, Alamagn, Bulgaria, Gres ha Mec'hiko. Honnezh e oa yezh ar sefardim, ar yuzevien kaset kuit eus Spagn en 1492.

War digresk ec'h a an niver a dud a ra gant ar yezh-mañ dre ar bed a-bezh.

An hengastilhaneg eo yezh diazez al ladinoeg, ennañ meur a c'her o tont eus an hebraeg, evel ma'z eo an alamaneg diazez ar yideg komzet gant an ashkenazim. Ar yezherien a hiriv zo diskennidi eus familhoù deuet eus Salonika, Sarajevo, Skopia, Rodas, Izmir pe Istanbul. E dibenn an XXvet kantved e veze komzet gant tud diyuzev ivez en porzh Salonika.

Gwechall e veze skrivet kentoc'h gant al lizherenneg hebraek, dreist-holl er skritur raschiek (rashi), evel an darn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek. Bremañ avat e vez skrivet peurliesañ gant al lizherenneg latin, dreist-holl e Turkia ma vez skrivet hervez reolennoù reizhskrivañ an turkeg. En Israel avat e vez graet hervez an doare-skrivañ ijinet gant Savadur Broadel al Ladinoeg (Autoridad Nasionala del Ladino). Evit un nebeud tud all, evel Iacob M Hassán, e vefe gwelloc'h skrivañ hervez reolennoù ar spagnoleg a-vremañ.

Aet e oa kalz war digresk en XXvet kantved an niver a dud a ra gant ar yezh-mañ dre ma oa bet lazhet kalz anezhe gant an nazied e-pad an Eil brezel bed. Kozh a-walc'h eo an darn vrasañ eus an dud barrek war al ladinoeg hiziv ha ne vez ket desket ganto d'o bugale peurliesañ.

En arvar da vont da get e c'hellfe bezañ neuze daoust ma vez desket en-dro gant un nebeud tud yaouank a glask lakaat ar yezh da vont war-raok.


Previous Page Next Page






Ladino AF Ladino ALS ላዲኖ AM Chudeocastellano AN إسبانية يهودية Arabic اسبانيه يهوديه ARZ Idioma xudeoespañol AST Ladino dili AZ Сефард теле BA Сефардская мова BE

Responsive image

Responsive image