Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kebec'hsenouf

Kebec'hsenouf
W15T22Z2
I9
pe
W15T22T22T22I9

E mitologiezh Henegipt, Kebec'hsenouf (Kebec'hsenef a-wechoù) zo unan eus bugale Horus a veze karget da zifenn flugez balzamet ar re varv. Gwareziñ a rae ar bouzelloù. Talvezout a ra e anv un dra bennak e-giz: "Evad-kinnig ma breur"[1].

Adalek diwezh an XVIIIvet tierniezh e vez roet da stoufoù al listri kanopat, neuz o doue gwarezer. Diskouezet e vez Kebec'hsenouf gant penn ur falc'hun.

Evit bezañ gouest da gas e gefridi da benn e ranke an doue bezañ skoazellet gant an doueez Serket hag e oa ret lakaat e lestr kanopat e kornôg ar bez.

Setu a lavar Kebec'hsenouf e Levr an Anaon :

[Qebhsennuf a lavar :] "Me zo da vab, O Osiris Ani, trec'hour. Deuet on da wareziñ ac'hanout. Serret em eus da eskern, ha bodet em eus da izili en-dro. Kaset em eus da galon ganin ha lakaet em eus anezhañ war e dron e-barzh da gorf. A-drugarez din en deus graet berzh da diegezh war da lerc'h, O te a vev da viken."[2]
  1. Budge, E. Wallis (1895) : The Book of the Dead: The Papyrus of Ani.
  2. Budge, E. Wallis : Pennad 151.

Previous Page Next Page






قبح سنوف Arabic قبح سنوف ARZ Kebechsenef Catalan Kebehsenuf Czech Kebechsenuef German Qebehsenuef English Kebehsenuf EO Qebehsenuf Spanish Kébehsénouf French Qebehsenuf Italian

Responsive image

Responsive image