Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kanienn Veur

Ar Ganienn Veur (saozneg: Grand Canyon; hopieg: Ongtupqa; yavapaieg: Wi:kaʼi:la) a zo ur ganienn pe canyon toullet gant ar Stêr Colorado e stad Arizona er Stadoù-Unanet. Lakaet eo da vezañ unan eus Seizh marzhenn naturel ar bed. War roll Glad bedel an Unesco emañ. Kenveret eo gant ar Grand Canyon National Park, hag ar broadoù amerindian Hualapai ha Havasupai. 446 km eo hed ar ganienn, betek 29 km a led ha gallout a ra tapout betek 1800 m donder.


Previous Page Next Page