Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Ino

Ino, en ur marelladur en ur genkiz roman eus ar IVe pe Vvet kantved, e mirdi Saint-Raymond, e Saint-Rustice, Bro-C'hall.

Ino (Ἰνώ / Inố e gresianeg) a oa merc'h da roue Thebai, Kadmos, ha da Harmonia, e gwengelouriezh Hellaz. Breudeur ha c'hoarezed he doa : Agaue, Semele, Polydoros hag Aotonoe.

Dimeziñ a reas gant Athamas, roue Orc'homenos, pa gasas e wreg kentañ, Nefele, diwar e dro, goude m'o doa bet daou vugel, Helle ha Friksos. Daou vab o doe Ino hag Athamas : Learc'hos ha Melikertes.

Aon he devoa Ino e vije lakaet bugale Nefele da ren war-lerc'h o zad, hag ijinañ a reas un dro-gamm. Deviñ a reas ar greun a oa bet lakaet a-gostez da hadañ er vro, ma renas an naonegezh. Pan eas tud ar vro da-gaout an orakl da c'houzout petra a oa kaoz da se e roas arc'hant dezhañ evit ma kontfe e oa he lezvab Friksos an hini a oa kiriek d'an naonegezh, hag e c'houlenne an doueed e aberzhiñ. Gant bennozh an doueed avat e teuas bugale Nefele a-benn da dec'hel.
War-lerc'h se e voe fiziet enni an doue Dionysos, bugel Zeus ha Semele, he c'hoar. Pa glevas Hera kement-se e savas droug enni, hag e lakaas Ino hag he gwaz da drelatiñ. Athamas a lazhas e vab Learc'hos, o soñjal e oa ur c'harv ; Ino a daolas Melikertes en ur gaoteriad dour berv, ha goude en em daolas er mor gant korf he mab.
Distanet kounnar an doueed neuze e teuas Ino da vezañ unan eus doueezed ar mor, dindan an anv Leukothea (Λευκοθεα / Leukothea, an doueez wenn), gwenn evel liv ar fru. Gallout a rae sioulaat ar mor pa veze gwallamzer. He mab ivez a voe lakaet da zoue, hag adanvet Palaimon (Παλαίμων Palaímon).

En Odysseia Homeros, a ra « Ino-Leukota » anezhi (καλλίσφυρος, "plac'h an daouufern koant, c'hoar da Gadmos, a zo bet maouez hag a gomze yezh an dud hogen bremañ emañ e dour sall ar mor m'he deus bet enor digant daouarn an doueoù". Harp a ro da Odysseüs da vont war ar mor.


Previous Page Next Page






إينو Arabic Ино (митология) Bulgarian ইনো (গ্রিক পুরাণ) Bengali/Bangla Ino Catalan Ínó Czech Ino Danish Ino German Ινώ Greek Ino (Greek mythology) English Leŭkotea EO

Responsive image

Responsive image