Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Halikarnassos

Rivinoù Mozoleon Halikarnassos, unan eus Seizh Marzh ar Bed e Bodrum, Turki.

Halikarnassos (e gregach Ἁλικαρνᾱσσός / Halikarnāssós pe Ἀλικαρνασσός / Alikarnāssós[1]; e turkeg : Halikarnas) a oa ur geoded en Hellaz kozh, el lec'h m'emañ Bodrum hiziv e Turki. E mervent Karia edo war lez ur pleg-mor (Κεραμεικός κόλπος e gregach, Ceramicus Sinus e latin, pleg-mor Gökova hiziv) e Mor Egea. Brudet e oa abalamour da vez Mausolos, savet etre 353 ha 350 kent J.K., hag unan eus Seizh Marzh ar Bed e oa. En Impalaeriezh Pers edo (Impalaeriezh an Ac'haemenided) ken na voe kemeret gant Alesant Veur goude seziz Halikarnassos e 334 kent J.K..

Halikarnassos a oa bet savet war un enezennig anvet Zefyria, tostik d'an aod, el lec'h m'emañ bremañ kastell Sant Pêr, savet gant marc'heion Rodos en 1404 ; a-hed an amzerioù e teuas an enez da vout staget ouzh an douar-bras, hag e kreskas ar geoded betek enteuziñ Salmakis, ur gêr goshoc'h, savet gant al Leleges ha Karianed ma voe savet ur c'hreñvlec'h.

Herodotos a oa bet ganet en Halikarnassos (war-dro ar bloavezh 480).

  1. Distaget amañ

Previous Page Next Page