Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Fonologiezh


Evit kompren mat petra a dalv ar fonologiezh eo mat he c'heñveriañ gant ar fonetik : plediñ a ra ar fonetik gant studi ar sonioù a c'heller kavout er yezhoù ('fonennoù'), ar fonologiezh, avat, a denn d'ar perzh a c'hoari ar sonioù en ur yezh resis (d.l.e. ar 'fonemoù'). Da skouer eo fonologel an diforc'h e brezhoneg etre ar vogalennoù hir hag ar vogalennoù berr, rak daou c'her disheñvel eo kannañ ha kanañ pa n'eus kenetreze nemet an diforc'h fonetikel-se keit ha ma c'heller ober an hevelep sonioù berr hag hir e galleg hep cheñch ster d'ar gerioù dre-se : n'eo ket fonologel an diforc'h fonetikel-se e galleg, neuze.

Penaos renabliñ fonemoù ur yezh

Pal ar fonologiezh a zo kavout an holl ziforc'hioù fonetik hag o deus ur perzh strukturel da c'hoari en ur yezh resis, da lavarout eo dizoleiñ peseurt sonioù a dalvez da fonemoù er yezh-se. Graet e vez kement-mañ dre glask parioù nebeutañ, da lavarout eo parioù gerioù hag a zo gerioù disheñvel en ur yezh dre cheñch perzh ur son nemetken.

Ret eo d'ar fonemoù en ur par nebeutañ kaout ur re berzhioù fonetik boutin, da skouer :

posupl eo keñveriañ :

/p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh

ha

/b/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent mouezhiet

met n'eo ket posupl keñveriañ:

/p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh

ha

/g/ kensonenn dre serriñ drekstaon divouezh

N'eo ket heñvel dre-ret, anat eo, fonemoù ur yezh resis ha re ur yezh all.

Alofoniezh (saoz. 'allophony')

Ouzhpenn ar fonemoù eo ret komz ivez eus an alofonennoù. An alofoniezh a zo anezhi an doareoù disheñvel a zo da zistagañ ur fonem hep cheñch ster ur ger. Da skouer e c'heller distagañ an /r/ e brezhoneg e meur a zoare disheñvel hervez al lec'h, met komprenet e vez ez eo un 'r' memestra. Alofonennoù int.

Un doare alofonenn ispisial anavet 'alofonenn lec'h' a gaver hervez al lec'h ma kaver ur fonem en ur ger. Da skouer e vez distaget e saozneg en un doare disheñvel ar fonem /p/ hervez ma vez kavet e penn ur ger, e lost ur ger pe etre vogalennoù - met ur /p/ a vann memestra.

Al liveadur (saoz. 'neutralisation')

Setu ur c'hoarvoud a gaver e brezhoneg. Pa'z a da get un diforc'h fonologel hervez reolennoù resis, da skouer hervez al lec'h ma kaver ur fonem ennañ, e vez graet 'liveadur' eus an darvoud-se. Da skouer ez eo fonemoù disheñvel /p/ ha /b/ e brezhoneg pa vezont kavet e lost ur ger e lec'h ma teu an daou da vezañ /p/ nemetken – da lavarout eo e vez liveet an diforc'h etre kensonennoù mouezhiet ~ divouezh e dibenn ur ger.

An heñveladur (saoz. 'assimilation')

Ret eo ober an diforc'h etre al liveadur diouzh un tu hag an heñveladur diouzh an tu all. Lavaret e vez eo bet "heñvelaet" ur fonem pa vez livet gant perzhioù ar fonemoù a deu war he lerc'h (heñveladur war-raok) pe en he raok (heñveladur da heul). E brezhoneg e vez kavet c'hoarvoudoù a seurt-se pa vez distaget mat eo /madeo/ rak mouezhiet e vez an /t/ e dibenn ar ger abalamour ma eo ar mouezhiañ ur perzh fonetikel eus ar vogalenn da heul.

Ar fonologiezh dreistskizhel (saoz. 'suprasegmental phonology')

Studiet e vez ar c'hoarvoudoù deskrivet a-us gant ar fonologiezh elfennek (saoz. 'segmental phonology'). Gant ar fonologiezh uselfennek, avat, e vez studiet c'hoarvoudoù na dennont ket da sonennoù ar yezh o-unan evel taol-mouezh ar gerioù (saoz. stress), taol-mouezh ar frazennoù (saoz. intonation) hag an tonennoù evel ar re a gaver e yezhoù evel ar sinaeg gant ar fonologiezh.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

Previous Page Next Page






Fonologi ACE Fonologie AF Phonologie ALS نطقيات Arabic ধ্বনিতত্ত্ব AS Fonoloxía AST Fonologiya AZ Фонология BA Fonologi BAN Ponolohiya BCL

Responsive image

Responsive image