Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Etruria

Etruria — a veze anvet Tyrrhenia peurliesañ er mammennoù gresianek ha latin — eo anv ar vro ma oa an Etrusked o chom en Henamzer. Ur vro e-kreiz Italia a vremañ eo, en tolead a c'holoe ul lodenn eus Toskana, Latium, Emilia-Romagna hag Ombria a vremañ.

Er vro-se, en Hanternoz Roma, e veve, etre an VIIvet hag ar I kantved a-raok Jezuz-Krist, ur bobl anvet Tuscii pe Etrusked gant ur yezh ha kustumoù disheñvel diouzh re hec'h amezeien. Setu perak e voe kredet gant kalz e oa deuet an dud en ur bagad, o tegas ganto yezh ha kustumoù. Pa seller a dost, koulskoude, e weler n'eus koulz lavaret hini eus ar c'hustumoù-se na gaver e bar tro-war-dro da Etruria. An etruskeg ivez a c'hell bezañ bet unan eus ar yezhoù komzet en Italia a-raok ma teuas al latin ha yezhoù indezeuropek all kar dezhañ. Berr-ha-berr : pobl an Etrusked, evel kalz a bobloù all, a oa marteze en em furmet tamm-ha-tamm, ha n'eus ket ezhomm ijinañ un divroadeg.

An Etrusked a anaveze mat ar mor. O listri a yae dre-holl er Mor Kreizdouar. Marc'hadourien e oant (laeron-vor ivez), ha traoù a bep seurt a gaver en o bezioù, degaset ganto da heul o beajoù. Gwerzhañ a raent metaloù boutin a gavent en o bro. Se oa dreist-holl etre an VIIIvet kantved kt JK hag ar VIvet kantved kt JK. Diwezhatoc'h e kreskas galloud Bro-C'hres ha Kartada war ar morioù, hag an Etrusked a gollas o finvidigezh hag o nerzh, hag a voe lonket gant ar Romaned goude bezañ bet pell er c'hreisteiz, betek Kampania, ha pell ivez er biz betek traoñienn ar Po ha Mor Adria.


Previous Page Next Page






Etrurië AF Etrurien ALS إتروريا Arabic Etruria AST Etruriya AZ Этрурыя BE Етрурия Bulgarian Etrúria Catalan Etruria CO Etruria CY

Responsive image

Responsive image