Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Bodrum

Kastell Bodrum

Bodrum (distaget [ˈbodɾum] e turkeg) zo ur gêr eus mervent Turkia, e proviñs Muğla. Ur porzh eo, en arvor Mor Egea, war lez pleg-mor Gökova. E 2013 e oa 36 401 a dud o chom e Bodrum.

Dont a ra an anv Bodrum eus an anv latin Petronium, abalamour ma voe savet ur c'hastell eno er XVvet kantved gant marc'heien Urzh Sant Yann Jeruzalem, hag a oa anvet "Kastell Sant Pêr". En Henamzer e oa eno ur gêr anvet Halikarnassos ( Ἁλικαρνασσός en henc'hresianeg). Brudet eo dre ma oa enni Mozoleon Halikarnassos, ur bez meur savet evit Mausolos, roue Karia, hag a zo unan eus Seizh Marzh an Henved.


Previous Page Next Page






Bodrum AF بودروم Arabic بودروم ARZ Bodrum AZ بودروم AZB Бадрум BE Бодрум Bulgarian Bodrum Catalan Бодрум CE Bodrum (kapital sa distrito) CEB

Responsive image

Responsive image