Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Bleaz Sebasteia

Sant Bleaz Sebasteia, livet gant Hans Memling.

Bleaz Sebasteia ( Άγιος Βλάσιος, Agios Vlasios e gregach; Սուրբ Բարսեղ en armenieg), mezeg e Sebasteia (Sivas, e Turkia, hiziv), e gêr c'henidik en Armenia, a oa eskob ivez, ha merzheriet e voe en 316 war urzh Agricola, gouarnour Kapadokia.

Pedet e vez da bareañ an dud gloazet o c'houzoug dre ur boentenn (un draen pesk, da skouer) pe klañv gant ar boan-c'houzoug pe tapet gant ar paz. Bez' ez eo unan eus ar sent-skoazellerien, ha diwaller kêr Dubrovnik ha hini Paraguay. Lidet d'an 3 a viz C'hwevrer er C'hornôg, ha d'an 11 a viz C'hwevrer er Reter.


Previous Page Next Page