Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Naarden

Lec'hiadur Naarden
Banniel Naarden
Ardamez Naarden
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Naarden (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e rannvro Gooi, e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 32,89 km² eo gorread Naarden (douar : 21,39 km² , dour : 11,5 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 17 058 annezad enni. Enni e kaver ur skouer eus ur c'hreñvelc'h mod Spagn. Kempennet eo bet ar mogerioù hag an douvezioù.

Diabarzh iliz Sint-Vitus

Lakaet e voe Naarden da gêr e 1300. Goude-se e teuas da vezañ ur gêr ma veze roet bod d'ur gwarnizon, ha ma veze embregerezhioù gwiaderezh. Enni emañ ivez mirdi izelvroat ar c'hreñvlec'hioù (Nederlands Vestingmuseum). Bep bloaz e vez aozet ur festival luc'hskeudenniñ enni ha bep bloaz ivez da Wener Bask e vez sonet Pasion Sant Vazhev bet savet gant Johann Sebastian Bach da Wener Pask, en iliz Sint-Vitus. Daoust ma voe ur gêr a-bouez en amzer dremenet e kreskas buanoc'h Hilversum en XVIIIvet kantved, hag hiziv an deiz ez eus muioc'h a dud o chom e er gulun dost anvet Bussum. E Naarden emañ bez Comenius.


Previous Page Next Page






Naarden AN ناردن (هولندا) Arabic Naarden Catalan Naarden (lungsod sa Olandres) CEB Naarden Czech Naarden Danish Naarden German Naarden English Naarden EO Naarden Spanish

Responsive image

Responsive image