Gallia lugdunensis pe Lugdunensis a oa unan eus ar proviñsoù krouet gant Augustus e Galia e 27 kent JK.
E stumm zo souezhus a-walc'h : bodañ a ra an Arvorig ha tolead Lyon. Abegoù disheñvel zo:
Abegoù etnek: klotañ a ra tamm-pe-damm gant unan eus an teir Galia meneget gant Julius Caesar e De bello gallico[1] : Galia vlevek (Gallia comata e latin).
Abegoù politikel: bihanaat a ra pouez ha levezon kreiz Galia, en ur stagañ keodedoù galian ouzh ar proviñsoù roman tostañ. Da skouer ez eus bet staget ul lodenn eus Gallia Celtica ouzh Aquitania.