Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kulpeo

Kulpeo


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Pseudalopex
Anv skiantel
Pseudalopex culpaeus
(Molina, 1782)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hulpeo (Pseudalopex culpaeus) anvet ivez louarn Patagonia a zo ur spesad ki gouez hag a vev e Suamerika. Ar c'hi brasañ eus ar c'hevandir eo goude ar bleiz moueek. Heñvel a-walc'h eo dre e feson ouzh al louarn. Ur vlevenn ruzart pe gris en deus, ur c'hroñj wenn, pavioù damruz hag ur roudenn war e gein.

E gavout a reer eus Perou hag Ekwador betek Patagonia ha Douar an Tan. Bez' eus ivez ur boblañs vihan en Inizi Maloù ma oant bet kaset gant an drevadennerien. Tost a-walc'h eo ouzh louarn an Inizi Maloù (aet da get e 1878) moarvat.

Krignerien, konikled, evned ha glazarded a zebr hag e c'hell en em vagañ ivez diwar plant ha gagnoù. Hervez reoù 'zo e c'hell chaseal deñved hag evit an abeg-se e vez alies hemolc'het pe ampoezonet. Da ral eo aet e rannvroioù 'zo met n'emañ ket ar spesad en arvar.

Tiriad ar c'hulpeo

Previous Page Next Page