Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kilo

Kilo (aroueziet k) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 103, da lavarout eo mil. Dre se e talv ar c'hilometr 1 000 metr, ar c'hilovolt 1 000 volt, hag all.

Kinniget e oa bet gant Académie des Sciences ha lakaet da ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.

Dont a ra eus ar gresianeg χίλιοι mil.

Er yezh pemdez e vez graet gant kilo e-lec'h kilogram.

En urzhiataerezh e talv ar Ke (e saozneg kb, a-wezhioù kB, kb pe KB, evit kilobyte; e galleg ko pe Ko evit kilooctet) ent direizh 1 024 (pe 210) eizhad ha n'eo ket mil. Pa dalv kilo 1024 ez eus kustum da skrivañ K e-lec'h k. Ne vez ket graet ar c'hemm-se evit al lieskementoù all eus mil.

Evit reizhañ ar gudenn-se ez eus bet kinniget gant Bodad etrebroadel an Elektronek ober gant ar rakger binarel kibi ha gant ar c'hibieizhad (kibioctet, kibibyte).

  yokto | zepto | ato | femto | piko | nano | mikro | mili | kanti | deki | 1 | deka | hekto | kilo | mega | giga | tera | peta | egza | zeta | yota 


Previous Page Next Page






Kilo AF كيلو Arabic Kilo AZ Кило- Bulgarian Kilo- Catalan کیلۆ- CKB Kilo Czech Kilo- Danish Kilo (Präfix) German Kilo- English

Responsive image

Responsive image