Ar c'hentgermaneg, pe protogermaneg (berraet PGmc.), germaneg kumun a zo ur gentyezh nann-testeniekaet, adsavet, a vez gwelet gant lod evel mamm an holl yezhoù germanek. Ar gentyezh-mañ eo ar yezh-vamm a-nevesañ kumun evit an holl yezhoù germanek. Dont a ra eus ar c'hentindezeuropeg (KIE).
N'eo ket testeniekaet ar yezh-se gant skridoù met adsavet eo bet dre an hentenn geñveriañ gant yezhoniourien. Koulskoude, skridoù runek a zo bet kavet e Skandinavia eus ar bloaz 200 goude Jezuz-Krist hag a c'hallfe bezañ kentgermaneg diwezhañ pe kentnorseg.