Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Juted

Juted
historical ethnic group
Iskevrennad eusGermaned Kemmañ
StadDanmark, Alamagn Kemmañ
Genidik aJutland Kemmañ

Ar Juted pe Iuti, pe Iutae a oa ur bobl c'hermanek hag a oa, hervez Beda, unan eus teir fobl pouezusañ e Preden[1]. Krediñ a reer e teuent eus Jutland (anvet Iutum e Latin) e Danmark, Schleswig hag eus darn eus Frizia.

Tra ma lec'hi Beda ar Juted en tu-arall D4an Angled e-keñver ar Saksoned, e oant marteze ar memes pobl hag an Eucii, pe Saxones Eucii, a oa liammet en un doare anat gant ar Saksoned ha sujet d'ar Franked e 536. Hervez Tacitus e oa ur bobl, Eudoses o anv o vevañ e norzh Jutland hag a c'hellfe bezañ ar Juted. Marteze ivez avat e oant bet an Eotenas (ēotenas) o-doa kemeret perzh en ur brezel etre ar Frizianed hag an Daniz meneget e Beowulf (linennoù 1068–1159. ēotenas a c'hellfe bezañ an hevelep ger hag jotuns (ramzed) pe ur kenning evit enebour. Posupl eo ivez e oant ur meuriad, Euthiones e anv, meneget un ur varzhoniezh gant Venantius Fortunatus (583). Sujet da Chilperic I e vefent bet d'ar mare-se.

Asser, en e Buhez Akfred a lar e oa mamm Alfred Meur, Osburga, un diskennad eus Juted Enez Wight, a vefe, hervezañ an hevelep pobl hag ar goted. N'eo ket gwirheñvel tre, avat. Hervez ur vartezeadenn a-vremañ, avat e vefe ar Juted ar C'heated, ur bobl a veve gwechall e su Sved. En andonioù kozh e oant galvet Eotas, Iótas, Iútan, pe Geátas. Sklaer eo e Widsith and Beowulf e oa disheñvel an Eotenas eus ar Geátas. Posupl eo e oant bet kmmesket an daou anv evel ma'z eo posupl e oa ar Juted ur bobl liammet ouzh ar C'heated. En 'Gutasaga eo meneget e oa aet kuit d'ar c'hevandir un darn eus tud Gotland.

Asambles gant an Angled, ar Saksoned hag un nebeud Frizianed e oa ar Juted e touez ar meuriadoù a oa treuzet Mer an Norzh da breiziañ ha aloubiñ Preden goude ar IVe kantved. Hervez Beda o-defe en em staliet e Kent (ma voent galvet ar Cantuarii), Hampshire (e Wessex) hag en Enez Wight (ma voent anvet Uictuarii). Bez ez eus un nebeud ag anvioù-lec'h a ziskouez e vev Juted er rannvro, evel Ytene, a vefe bet anvioù kozh New Forest hervez Florence Worcester.

Tra ma'z eo aes da welout o levezon e Kent ez eo aet da get ar Juted er rannvroioù arall. Goude ma oa bet staget Rouantelezh Ket ouzh Wessex e oan bet beuziet gant ar meuriadoù arall da furmiñ ar bobl saoz. Hervez un nebeud a glaskourien, avat, e vefe bet lazhet tout ar Juted Hampshire goude aloudabeg ar rannvro gant Wessex. N'eo ket sur, avat, ha posupl eo an noblañs hepken a oa distrujet, ma oa boutin er mare-se, tra ma oa heñvelekaet ar werin.

  1. Bede (1723:46)

Previous Page Next Page






Jute AF جوت (شعب) Arabic Yutlar AZ Юты BE Юты BE-X-OLD Юти Bulgarian Juts Catalan Jutové Czech Ютсем CV Jiwtiaid CY

Responsive image

Responsive image