Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Falc'hunerezh

Ur falc'huner gant ur vaou
De arte venandi cum avibus, embannet gant an impalaer Frederig II.

Ar falc'hunerezh[1] zo un doare da chaseal gant evned-preizh doñvaet en amboaz-se. Meur a seurt evned-preizh a vez implijet evit se, hervez ar broioù : falc'huned, baoued, erered.

A-gozh e vez kavet meneg eus ar falc'hunerezh en istor : implijet e veze evned-preizh evit chaseal en Azia meur a gantved a-raok Jezuz Krist. Eus kreiz Azia hag eus ar Reter Nesañ e teuas an doare chaseal-se betek Europa. Moarvat e voe an Huned hag an Alaned ar pobloù kentañ a zegasas ar falc'hunerezh da vroioù Europa, war-dro ar bloavezh 400.

Frederig II an Impalaeriezh Santel (11941250) zo anavezet evel unan a vrudas an doare-se da chaseal e kornôg Europa. Kontañ a reer en doa desket ober digant Arabed pa oa o vrezeliañ er Reter Nesañ e-pad ar C'hwec'hvet Kroaziadeg (12281229). Lakaat a reas treiñ un dornskrid arabek diwar-benn ar falc'hunerezh hag embannet e voe e latin e 1241, gant an titl De arte venandi cum avibus ("Arz ar chaseal gant evned").

E broioù Europa e oa ar falc'hunerezh un obererezh na veze graet nemet gant an dudjentil. E Bro-C'hall e voe paouezet gantañ da-heul un dekred embannet da vare an Dispac'h Bras, e 1792, a verze ar c'hargoù falc'hunerien, tud e servij ar roue pe an aotrounez. Goude an Eil Brezel-bed e voe adroet lañs d'ar falc'hunerezh. E 1954 e voe votet ul lezenn d'e reolenniñ.


Pallenn-moger Bayeux, XIvet kantved
  1. Ar ger "falc'hunerezh" a gaver er geriadurioù brezhonek abaoe Geriadur Gregor Rostren (1732), ma lenner an displegadenn-mañ, p. 399 : an ard da zreçza al labouçzed preyz da chaçzeal (an arz da zresañ al laboused preizh da chaseal).

Previous Page Next Page






صقارة Arabic Cetrería AST Ыласын менән һунар итеү BA Соколарство Bulgarian Sokolarstvo BS Falconeria Catalan Sokolnictví Czech Falkejagt Danish Falknerei German Falconry English

Responsive image

Responsive image