Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Diplodocoidea

An Diplodocoidea zo un dreistkerentiad dinosaored eus strollad ar Sauropoda, dezhe peurliesañ ur gouzoug hir a-blaen, ul lost hir-meurbet hag izili strizh a-walc'h ha dezhe ar memes uhelder. Anavout a reer anezhe e-touez ar Sauropoda dre o c'hlopenn hir ha n'eo ket gwall uhel, fronelloù diavaez pell war-dreñv ar c'hlopenn hag ur vuzell hirgarrezek gant dent heñvel ouzh ur grib.

Lod eus an Diplodocoidea evel Seismosaurus ha Supersaurus a oa ramzed a dizhe betek 30 metr hirder. Lod eus an Diplodocoidea zo al loened douar brasañ zo bet war hor planedenn biskoazh. Lod all avat a oa bihan a-walc'h ha dezhe ur gouzoug berr-kenañ, evel an Dicraeosauridae Brachytrachelopan. Liammet eo ar gouzoug berroc'h-se ouzh trevadennadur ul log ekologel ma kaved loened peurer evel an Thyreophora hag ar Ceratopsia.



Previous Page Next Page