Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Delos

Sede pelec'h emañ Delos
An aod e Delos

Delos (Δήλος e gresianeg) zo unan eus an inizi Kikladez er Mor Enezek. Bihanik eo, 3,5 km² dezhi hepken, ha didud abaoe pell zo. Dirak Reneia emañ (14 km², didud ivez) ha tost da v-Mykonos.

Ur greizenn genwerzhel ha relijiel a-bouez eo bet en Henamzer, dreist-holl er VIvet kantved kent J.-K. Un lec'h enoret gant tud bro Ionia met ivez gant sevenadurioù all ar C'hikladez. Un templ a oa da Apollon.
Anavezet eo ivez evit bezañ al lec'h ma'z eo ganet Kevre Delos, ur strollad inizi ha kêrioù evit difenn a-enep ar bersianed : e miz mae -477 (kent J.-K.) e voe kentañ emvod ar c'hevre hag aze e voe miret teñzor ar strollad difenn-mañ betek -454 (kent J.-K.).

Emañ an enez war listenn Glad ar bed gant an UNESCO abaoe 1990.


Previous Page Next Page






Delos AF ديلوس Arabic ديلوس ARZ Dilos AZ Дэлас BE Делос Bulgarian Delos Catalan Nisí Dílos CEB Délos Czech Delos CY

Responsive image

Responsive image