Cilmeri (stumm ofisiel; saoznekaet e Cilmery a-wechoù) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e-kreiz Kembre, e Powys, e-kichen Llanfair-ym-Muallt, ma voe lazhet Llywelyn ap Gruffudd, priñs diwezhañ Kembre, d'an 11 a viz Kerzu 1282, gant soudarded e servij ar roue saoz Edouarzh Iañ .
E 1956 e voe savet ur monumant d'ar priñs gant broadelourion. Abaoe e teu tud bep bloaz, d'an 11 a viz Kerzu, da lidañ an darvoud.
E 2011 e oa 431 a dud o chom e kumuniezh Cilmeri ha 51 a oa kembraegerien (12,1%)[1].